Association Dihun
Spectacle

Cie STROLLAD LA OBRA "An Albatroz"

Informations utiles
Date de l'évènement
2022/05/13
Lieu/Salle
14h - AVEL DRO PLOZEVET
Réserver en ligne
A propos du spectacle

Kontañ a ra An Albatroz istorioù mor hag istorioù oabl dre istorig bihan Yann-Vari ar Brizh, dre gomz ha dre son boest an diaoul. Ur c’habiten eus Douarnenez a oa Yann-Vari ar Brizh, sorc’hennet gant ar soñj a oa deuet dezhañ pa oa o sellet ouzh al laboused-plavañ e-pad e amzersoudard
‘ba’ morioù ar SuG : saveteiñ ar vartoloded kollet er mor dre nijal. Ur wech deuet war e giz da Zouarnenez e vo savet gantañ ur c’harr-nij diwar batrom
un albatroz. An abadenn-mañ a lak da vevañ taolioùesae hag a vez alies mat c’hwitet, alies mat strujus ivez. Kavet e vez enni tudennoù dister, didalvoud, ankounac’haet gant an Istor, hini al levrioù hag ar mirdioù. Bev-mat int er pozioù koulskoude. Hag eveldomp e klask ar re se toullañ un hent e-touez dizurzh ar bed. . .
Neudennoù an istor a c’hoarvez gant teir yezh, hini ar gomz, hini ar sonerezh hag hini ar c’horf. A-bep-eil e ro an arvest da welet pe da glevet, da faltaziañ a-benn ar fin. Meur a stumm a zo warnañ : unan e brezhoneg, unan e galleg ha kement a stummoù divyezhek diouzh ar publik.

6€ (scolaires et groupes) - 8€

EN BRETON

découvrez aussi
ces prochains spectacles